Ewen Corre

2021-04-05

Sevel kartennoù gant R hag OpenStreetMap

Graet em eus ur staj e Ofis Publik ar Brezhoneg evit dizoleiñ un tamm muioc'h penaos eo bed ar Brezhoneg. Komzet em eus gant tud simpa kenañ eno ha fardet em eus kartennoù Breizh ! Setu ur seurt tuto hag a zispleg tamm-ha-tamm penaos em eus graet.

Kendegouezh

Lakaomp e fell deoc'h diskouez un dra e-keñver Breizh. Da skouer keitad priz ar metrad karrez dre gumun e Breizh a-bezh. Gallout a rafec'h dastum ar roadennoù ha sevel ur gartenn gant an dorn. Met evel-just e vefe hir spontus. Ha p'ho po c'hoant da adsevel ar gartenn ar bloaz war-lerc'h e tleoc'h adober pep tra.

Un doare all d'ober eo implijout ur meziant a c'hell bezañ implijet evit al labour a seurt-se. Da skouer gant QGIS a zo ur meziant evit ober kartennoù. Ha setu un tutorial.

Met kavout a ran gwelloc'h un doare all c'hoazh : implijout R a zo ur yezh stlennegel evit ober stadegoù ha dielfennadurioù. Peogwir eo ur yezh stlennegel eo kalz aesoc'h aotomatekaat/emgefrekaat traoù. Neuze er pennad-mañ emaon o vont da ginnig penaos ober kartennoù gant R.

Petra hon eus ezhomm ?

Ar meziantoù

Ezhomm hon eus R, ha netra ken. R a zo ur yezh stlennegel evel em eus lavaret. Ar pezh aesañ eo pellgargañ ha staliañ RStudio a zo un endro evit programmiñ fardet a-ratozh evit ar yezh R. A-drugarez d'ar meziant-se e c'heller skrivañ urzhioù, gwelout disorc'hoù ha me oar me. Neuze kit da bellgargañ RStudio ha staliit anezhañ.

Setu penaos eo aozet an etrefas : Etrefas RStudio Etrefas RStudio

Un displegadennig :

  1. lec'h ma vo skrivet ar skript
  2. lec'h ma c'heller skrivañ urzhioù ivez, da skouer evit amprouiñ traoù a-raok skrivañ anezho er skirpt
  3. lec'h ma vo kavet ar variennoù (gwelet e vo diwezhatoc'h)
  4. lec'h ma vo diskouezet an disorc'hoù, ar gartenn da skouer !

Ar roadennoù

Ezhomm hon eus 2 dra e-keñver ar roadennoù :

  1. ar roadennoù douaroniel : evit tresañ ar gartenn
  2. ar roadennoù da ziskouezañ. En hor skouer : priz ar metrad karrez e Breizh

Evit ar roadennoù douaroniel emaomp o vont da implijout roadennoù OpenStreetMap (OSM). Chañs hon eus rak ul levraoueg, da lavaret eo ur seurt lugant (plug-in), a zo evit adtapout roadennoù OSM dre R ! 🎉

Hag evit ar roadennoù da ziskouezañ eo simpl a-walc'h : kavet em eus roadennoù evit Frañs a-bezh war data.gouv.fr. Setu ul liamm evit pellgargañ anezho : Prix moyen au m² des ventes de maisons et d'appartements par commune en 2019.

Mat eo ! Bremañ p'hon eus pep tra e c'hellomp kregiñ e-barzh ! 🤸‍

Krogomp !

Staliañ al levraouegoù

Da gentañ ma digarezit rak livet em eus gevier. Ret eo deomp staliañ traoù all, met e-barzh R ar wech-mañ (pe RStudio evit bezañ resis). Ezhomm hor bo al levraouegoù-se :

  • ggplot2 : evit tresañ grafikoù, kartennoù
  • osmdata : evit pellgargañ roadennoù OSM
  • dplyr : al levraoueg-mañ a sikouro skrivañ urzhioù poellekoc'h ha buanoc'h
  • sf : evit dazverañ roadennoù OSM

Neuze lañsit RStudio. Krouit ur restr nevez (da skouer e saozneg : File > New File > R script) ha saveteit anezhi en un teuliad bennak. Da skouer en teuliad e lec'h m'ho peus pellgarget ar roadennoù.

Bremañ e-barzh ar c'hoñsol (al letrin) skrivit :

install.packages(c("ggplot2", "osmdata", "dplyr", "sf"))

Goude ur pennad amzer e vo al levraouegoù-se staliet war ho urzhiataer.

Aozañ ar skript

Bremañ aozomp hor skript evit gouzout petra ober dre vras.

Ret eo deoc'h gouzout un tamm petra eo ereadurezh R. Ma fell deoc'h e kinnigan deoc'h mont da welout an tuto-se (e galleg). N'eo ket ur redi newazh.

Rankout a ra deoc'h gouzout petra eo an evezhiadennoù memestra. Int a zo un doare da skrivañ traoù evidoc'h hepken, ne servijont da netra nemet aozañ ar skript ha reiñ da gompren petra a dalv urzhioù luziet da skouer. E R e vezont skrivet gant an arouezenn #. Ur skouer :

# Setu un evezhiadenn. Al linenn dindan a jed ar gwezhiadur 2+2

2+2

Neuze implijet e vo an evezhiadennoù evit aozañ ar skript dre vras :

##########

# 1. Kargañ al levraouegoù

##########

##########

# 2. Dastum roadennoù OpenStreetMap

##########

##########

# 3. Dastum roadennoù ar prizioù

##########

##########

# 4. Eren (joindre, merge) ar roadennoù

##########

##########

# 5. Tresañ an disoc'h !

##########

Gwelout a rit ez eus 5 lodenn. Krogomp gant an hini gentañ !

1. Kargañ al levraouegoù

Al lodenn-mañ a zo an hini simplañ. Staliet hon eus al levraouegoù, bremañ eo poent o c'hargañ gant an urzh : library(). Er mod-se e vez graet :

##########

# 1. Kargañ al levraouegoù

##########
library("ggplot2")
library("osmdata")
library("dplyr")

# Evit lavarout da R e peseurt teuliad emaomp o labourat

setwd("~/Documents/Brezhoneg/stajou/2021-03_ofis/kartenn/")

Gallout a rit diuzañ an teir linenn a grog gant library ha klikañ war "Run" en nec'h, a-zehou, pe pouezañ war Ctrl + stokell Kas. An urzhioù a vo kaset ha karget e vo al levraouegoù !

Ouzhpennet em eus un urzh all evit lavarout da R e peseurt teuliad emaomp o labourat (gant setwd() a dalv set working directory e saozneg).

Kendalc'homp gant un dra un tamm diaesoc'h : kargañ roadennoù OpenStreetMap.

2. Dastum roadennoù OpenStreetMap

a. Pellgargañ

Al levraoueg osmdata a bourchas un urzh anvet opq() evit kas ur reked, ur goulenn da OpenStreetMap.

##########

# 2. Dastum roadennoù OpenStreetMap

##########
roadennou_osm <- opq(bbox=c(-5.5584,46.7773,-0.7409,48.9728),
timeout = 180) %>%
add_osm_feature(key = 'boundary', value = 'administrative') %>%
add_osm_feature(key = 'admin_level', value = '8') %>%
osmdata_sf()

Ar pezh pouezusañ en urzh-mañ eo an arventenn bbox a sinifi bounding box (e brezhoneg : "boest hazh"). Lakaet e vo enni daveennoù douaroniel Breizh, skrivet er mod-se : c(-5.5584,46.7773,-0.7409,48.9728). c() a zo un urzh evit bodañ talvoudoù en ur sturiadell.

Lakaat a ran ivez timeout = 180 rak pounner eo ar roadennoù da bellgargañ. Dre ziouer ma n'eo ket echu ar bellgargañ dindan 25 eilenn ez eus ur fazi timeout. Ret eo hiraat an talvoud. Gallout a rit klask gant 180 eilenn da gentañ hag uhelaat ma n'eo ket trawalc'h.

Goude e implijan div wech ar memes urzh : add_osm_feature(). Resisaet eo ar reked evit kaout ar c'humunioù (live melestradurel 8 a zo ar c'humunioù).

Erfin e ouzhpennan osm_data_sf() evit kaout ar roadennoù en ur furmad a zo aes da zazverañ.

b. Mirout ar roadennoù talvoudus hepken

N'eo ket echu c'hoazh ! Kalz a ditouroù a zo didalvoud neuze eo gwelloc'h silat un tamm.

kumuniou <- roadennou_osm$osm_multipolygons %>%
mutate(departamant = substr(ref.INSEE, 1,2)) %>%
filter(departamant %in% c("22", "29", "35", "44", "56"))

El lodenn-mañ e implijañ ereadurezh dplyr a zo simpl a-walc'h evit kompren petra zo graet amañ.

Da gentañ e krouan ur varienn nevez, kumuniou. Lakaet vo enni ar pezh a zo jedet a-zehou.

Meur a roadenn zo e roadennou_osm. Dibab a ran ar pezh anvet osm_multipolygons hepken peogwir ez eus ennañ stumm, anvioù ar c'humunioù ha titouroù all.

An eil linenn a grog gant mutate(). Ar fonksion-se (an urzh-se) a laka ur golonenn nevez en daolenn osm_multipolygons. Kemer a ran ar varienn ref.INSEE, arloañ a ran warni ar fonksion substr() evit mirout an daou niverenn gentañ er c'hod INSEE. An disoc'h eo niverenn an departamant ha lakaet eo er golonenn nevez.

El linenn ziwezhañ e silan an disoc'hoù evit mirout departamantoù Breizh hepken.

C'hoant ho peus sellout ouzh ar pezh hon eus evit poent ? Aes eo !

ggplot(kumuniou, aes(fill=departamant))+
geom_sf()

Implijout a ran ggplot() evit krouiñ ur grafik nevez. Reiñ a ran dezhi ar roadennoù (kumuniou). Goude e lavaran dezhi lakaat ul liv disheñvel evit pep departamant (aes(fill=departamant)). Skrivet eo war-lerc'h an urzh a zo gouest da sevel ur gartenn diwar ar roadennoù (geom_sf()).

Ha setu an disoc'h !

{{< figure src="./kartenn_breizh_departamant.png" caption="An disoc'h evit poent : kartenn Breizh gant an holl gumunioù livet dre zepartamant." class="center img-90" alt="An disoc'h evit poent : kartenn Breizh gant an holl gumunioù livet dre zepartamant.">}}

Brav ! 👏

3. Dastum roadennoù ar prizioù

Livañ ar c'humunioù dre zepartamant a zo mat met n'eo ket ar pezh a oa raktreset. Evit livañ ar c'humunioù dre briz ar metrad karrez eo ret kargañ ar roadennoù-mañ. Goude bezañ pellgarget ar restr e c'hellit skrivañ :

##########

# 3. Dastum roadennoù ar prizioù

##########
priziou <- read.csv("./dvf-communes-2019.csv", sep=";") %>%
as_tibble %>%
filter(INSEE_DEP %in% c("22", "29", "35", "44", "56"))

Amañ read.csv() a zo un urzh evit kargañ un teul CSV (Comma Separated Values). Talvoudoù an teul am eus dibabet a zo dispartiet gant an arouezenn ; setu perak em eus skrivet sep=";".

Amdreiñ a ran ar roadennoù e furmad dplyr a-drugarez da as_tibble evit bezañ gouest da zazverañ aes. Hag erfin memes tra eget a-raok : silat a ran ar roadennoù evit mirout kumunioù e departamantoù Breizh hepken.

Prest omp bremañ evit eren/liammañ an holl ditouroù !

4. Eren ar roadennoù

Emaomp o vont da implijout an titour a zo boutin d'an daou daolenn : an niverenn INSEE. Setu penaos ober :

##########

# 4. Eren (joindre, merge) ar roadennoù

##########
data <- merge(kumuniou,
priziou,
by.x="ref.INSEE",
by.y="INSEE_COM", all.x=TRUE)

Ar fonksion merge() a gemer ar roadennoù kumuniou hag ar re priziou. Lavarout a reomp implijout an niverennoù INSEE evit keñveriañ ha liammañ an titouroù. Da lavaret eo ar golonenn ref.INSEE en daolenn gentañ hag ar golonenn INSEE_COM en eil daolenn.

Bremañ ez eus kalz a ditouroù e-barzh ar varienn data. Un tammig re evit lavarout ar wirionez. Neuze e simplaan/reduan anezhi er mod-se :

data_simpl <- data %>%
select(ref.INSEE, name, name.br, geometry,
POPULATION, Nb_Ventes, PrixMoyen_M2) %>%
st_simplify(preserveTopology = TRUE, dTolerance = 0.001)

An urzh-mañ a lavar :

  1. kemer ar varienn data
  2. dibab meur a golonenn (ref.INSEE, name, name.br hag all hag all)
  3. implij ar fonksion st_simplify() evit reduiñ resisted stumm ar c'humunioù rak pounner a-walc'h eo
  4. laka an disoc'h en ur varienn nevez anvet data_simpl

Dastumet hag aozet hon eus kement tra hon eus ezhomm evit tresañ an disoc'h ! 👌

5. Tresañ an disoc'h

Evit ar bazenn ziwezhañ emaomp o vont da implijout ggplot() evel ar gartenn gentañ. Setu ar pezh am eus skrivet :

##########

# 5. Tresañ an disoc'h !

##########
ggplot(data_simpl, aes(fill=PrixMoyen_M2))+
geom_sf()+
scale_fill_gradientn(
colors = c("#ffdbdb", "#ea0000"),
space = "Lab",
na.value = "grey75",
guide = "colourbar",
aesthetics = "fill",
name="Priz"
)+
ggtitle("Keitad priz ar metrad karrez dre gumun e Breizh")+
theme_void()+
theme(plot.title = element_text(face = "bold", hjust=0.5, size=15))

Memes tra eget a-raok : reiñ a ran da ggplot() ar roadennoù, da lavaret eo ar varienn data_simpl. Goude e lec'h an departamantoù e lavaran dezhi implijout ar golonenn PrixMoyen_M2 a oa en daolenn priziou ha neuze bremañ en daolenn data_simpl. Lavarout a ran ivez implijout geom_sf() evit tresañ. An div linenn-se a zo trawalc'h evit tresañ. Ouzhpennañ a ran linennoù zo memestra evit bravaat an disoc'h.

Roet em eus an urzh scale_fill_gradientn() a servij termenañ al livioù hon eus c'hoant. Lakaet em eus ur seurt ruz sklaer-mat hag unan a zo teñvaloc'h. N'eo ket gwal bouezus ar peurrest.

Met n'eo ket echu c'hoazh : skrivet em eus un titl a-drugarez d'an urzh ggtitle(). Evit tennañ ar gael, ar glouet eus ar grafik e ouzhpennan theme_void(). Hag evit echuiñ e termenan stil an titl.

Setu hon disoc'h ! Kartenn Breizh gant keitad priz ar metrad karrez dre gumun Kartenn Breizh gant keitad priz ar metrad karrez dre gumun.

Setu ar skript klok gant kalz a evezhiadennoù : fardan_ur_gartenn.R.

Klozadur

Setu barrek oc'h da sevel kartennoù gant R hag OpenStreetMap bremañ. Gourc'hemennoù ! 👏

Lavarout a ran en-dro : kinniget em eus un doare d'ober. Doareoù all a zo. Ha doareoù aesoc'h ivez (gant QGIS da skouer).

Met ar pezh a zo dispar gant R a zo fed e c'hellomp cheñch aes-tre an titouroù treset. Da skouer e c'hellit lakaat POPULATION e plas PrixMoyen_M2 en urzh ggplot() ha diskouezet e vo ar boblañs. Memes tra gant Nb_Ventes.

Ouzhpenn se m'ho po c'hoant da dresañ un dra disheñvel-mik diouzh prizioù ar metrad karrez ne vo ket ur gudenn gwall vras. An hanter eus al labour a vo graet dija : gallout a reoc'h eilañ/pegañ al lodenn gentañ diwar-benn OpenStreetMap.

Gant R e c'heller aotomatekaat traoù zo. Lakaomp eo bet pellgarget roadennoù all gant prizioù ar metrad karrez e Breizh bep bloaz abaoe 2000. Kentoc'h eget skrivañ an urzhioù gant an dorn ha cheñch un draig evit bep bloaz e c'hellfemp programmiñ ur rodell a rafe ar memes tra evit bep bloaz ha kaout an disoc'h en un teul PDF nemetken da skouer.


Emichañs ho peus bet plijadur o heuliañ an tuto-mañ. Ma n'eo ket sklaer ul lodenn skrivit din mar plij ! Spi am eus n'ez eus ket re a fazioù e brezhoneg ivez. Gallout a rit mont e darempred ganin dre an evezhiadennoù dindan pe dre bostel m'ho peus c'hoant : blog ατ korr.bzh (lakait "@" e lec'h "ατ").

👋